Langues régionales.org

Qui a dit : Pour nous, ce sont les cultures et les langues régionales qui forme la France, même si, vous le savez, je suis attaché à notre trésor qu’est le Français. " ?

Accueil > La langue bretonne > Les langues > Brezhoneg - Wikipedia

Brezhoneg - Wikipedia

lundi 6 juin 2011

Toutes les versions de cet article : [brezhoneg] [français]

Brezhoneg


Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor


Brezhoneg
(Brezhoneg)
Perzhioù
Komzet e :Breizh
Rannved :Europa
Komzet gant :etre 206 000 [1]ha 295 000 [2].
Renkadur :goude 100
Familh-yezh :Yezhoù indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e :
Akademiezh :
Kodoù ar yezh
ISO 639-1br
ISO 639-2bre
ISO 639-3
Kod SILBRE
Deuit da welet ivez Yezh.

Ur yezh keltiek a orin eus an Enez Vreizh (Breizh-Veur/Preden) hag eus skourr ar yezhoù predenek eo ar brezhoneg. A-gozh e vez komzet ha skrivet e Breizh. Tamm-ha-tamm eo bet strishaet e implij da Vreizh-Izel (er c’hornôg d’ul linenn hag a ya dre vras hiziv an deiz eus Plouha da Wened). Ganet e vije diwar ur voutinded yezh a vije bet etre Enez Vreizh ha Breizh Vihan (Arvorig) (e-tro dibenn an Henamzer).

Taolenn

[kuzhat]

[kemmañ] Istor diavaez ar brezhoneg

Diouzh an diagnostig war stad ar brezhoneg, 2004, Ofis ar Brezhoneg.

Bet eo komzet ar brezhoneg gant pennoù bras Stad Breizh betek an XIIvet kantved ha, da c’houde eo bet dilezet ganto. Deuet eo tamm-ha-tamm da vezañ yezh Goueled Breizh hag ar bobl vunut p’eo bet dilezet d’e dro gant an noblañs hag ar vourc’hizien zo aet war ar galleg. Evit skrivañ ec’h implije duged Breizh al latin ha, diwezhatoc’h (XVvet kantved), ar galleg. Chomet ez eus gerioù prizius diwar ar brezhoneg kozh a vez implijet hiziv an deiz da sevel gerioù brezhonek nevez war tachennoù evel ar brederouriezh ha skiantoù mab-den, da skouer. Ur yezh keltiek eus skourr ar yezhoù predenek eo ar brezhoneg. Kar-tost eo d’ar c’hembraeg ha, marteze, un tammig d’ar galianeg (hag a zo aet da goll da vat war-dro kreiz ar VIIvet kantved), met n’eus tamm prouenn e bet e vefe bet levezonet ar brezhoneg gant ar galianeg peogwir n’ouzer ket nemeur a dra a-zivout stad ar galianeg en amzer donedigezh Brezhoned an Inizi da Vreizh-Vihan ha n’ouzer ket kalz hiroc’h diwar-benn brezhoneg an amzer-se kennebeut. Anavezet eo ar brezhoneg gant an ABU evel ur yezh evel a re all.

N’he deus ket ar vonarkiezh graet netra a-enep d’ar yezhoù disheñvel eus ar galleg met adal an Dispac’h gall eo bet cheñchet an traoù. Kroget ez eus bet da zeskiñ galleg d’an holl dud ha da waskañ war un dro an holl yezhoù all a veze graet patois anezho en un doare dismegañsus. E Breizh peurgetket, a-drugarez ha zoareoù kriz da lakaat mezh war bugale er skolioù Stad pe gatolik. Dalc’het e voe d’ar politikerezh-se da lazhañ ar brezhoneg betek ar bloavezhioù 1960, da lavaret eo betek ar mare ma voe echuet well-wazh gant ar skolioù da zegemer bugale dic’hallek desavet e brezhoneg gant o zud.

Hiziv an deiz ha pa gendalc’hfe ar politikerezh gall da lakaat galleg dre holl abalamour m’eo "yezh ar Republik" e vez komzet brezhoneg gant e-tro 300 000 a dud c’hoazh (e-skoaz 1 300 000 er bloaz 1930). Evit diskouez pegen kriz eo bet an traoù a-enep ar brezhoneg ez eus ur frazenn anavezet mat a lavar splann an traoù : "Il est interdit de cracher par terre et de parler breton". E penn-kentañ an XXvet kantved ne ouie an hanter eus an dud nemet brezhoneg hag an hanter all a ouie an div yezh. Er bloaz 1950 ne chome mui nemet 100 000 a dud na ouient nemet brezhoneg.

Hiziv an deiz ez eo ar brezhoneg ar yezh keltiek nemeti hep statud ofisiel ebet. Ne fell ket d’ar gouarnamant lakaat cheñch mellad 2 ar vonreizh bet degemeret er bloaz 1994 hag a embann "La langue de la République est le français". Ingal en em vod dekmiliadoù a dud e Frañs evit goulenn ma vefe kemmet al lezenn-se : En Europa ne vez kavet ul lezenn nevel-se nemet e Frañs.

Nevez zo eo bet ar skolioù Diwan o klemm dirak lez-varn europat Gwirioù Mab-den evit ma vefe doujet ouzh gwirioù ar Vretoned e-keñver o yezh.

Brezhoneg a vez komzet ivez en estrenvro hag e Bro-C’hall, er c’hêrioù bras dreist-holl.

[kemmañ] Marevezhioù ar brezhoneg

« Spilhennig » : merk ar vrezhonegerien.

Boas eur da rannañ istor ar brezhoneg e meur a varevezh : Betek an VIIvet kantved ne oa bet kemm bras ebet etre ar predeneg komzet e Breizh-Vihan hag an hini komzet e Breizh-Veur.

[kemmañ] An deskadurezh

Er bloaz 1977 eo bet krouet ar skolioù Diwan. Er skolioù-se e vez desket dre ar brezhoneg (3361 skoliad). Klasoù divyezhek zo ivez e skolioù Stad Div Yezh (5605 skoliad) zo hag e skolioù katolik prevez Dihun (4425 skoliad). Miliadoù a dud yaouank (13391 e 2010) a ya da skolioù a seur-se adal ar skol-vamm betek fin al lise.

[kemmañ] Geriadurouriezh

[kemmañ] Rannyezhouriezh

[kemmañ] Petra zo dibar d’ar brezhoneg ?

[kemmañ] Tres ar verb : ober / bezañ oc’h ober

Evel en iwerzhoneg ez eus daou stumm da bep amzer verb e brezhoneg. Kemm zo etrezo hervez m’eo boas an ober pe n’eo ket. Kavet e vez traoù evel-se e saozneg ivez. Kavout a reer en amzer-vremañ ur stumm boas hag ur stumm war ober :

  • Me zo o komz gant ma amezeg
  • Me a gomz gant ma amezeg (bep mintin)

Er verb bout (bezañ) hag er verb kaout avat ez eus daou stumm disheñvel hep stumm war ober ebet (gant ar « verb bezañ + o + anv-verb ») :

  • Skuizh on hiziv
  • Skuizh e vezan da Wener
  • naon am eus heno(a)zh
  • naon am bo fenoz
  • naon am bez bemnoz

[kemmañ] « Araogennoù displeget »

Evel er yezhoù keltiek all a-vremañ e vez displeget an araogennoù e brezhoneg hervez ar gour, da lavaret eo ez a ar raganvioù-gour d’ober ur ger hepken gant an araogenn zo araozo.

Gant an araogenn gant
Gant + ...Displegadur
meganin
teganit
gantañ
higanti
niganimp pe ganeomp
c’hwiganeoc’h
igante pe ganto

[kemmañ] Taolenn geñveriañ gerioù

Dre an daolenn dindan e c’haller gwelet ar pezh zo heñvel etre brezhoneg (hini Gwened ha KLT) ha kerneveureg, gallaoueg ha galleg. Tu zo da welet traouigoù heñvel e brezhoneg ha gallaoueg, da skouer an doare da lavaret "kazh-koad", kazh-koad neuze e brezhoneg ha chat-de-boéz savet o-daou war an hevelep patrom.

Kerneveureg (FSS)Brezhoneg (KLT)Brezhoneg GwenedGallaouegGalleg
gwenenengwenanennguérenenavèttabeille (avette)
kadorkadorkadoérchaérrchaise
keusformaj/fourmaj/keuzfourmajfórmaijfromage
yn meser-m(a)ezer-mêzdesortsortie
kodhakouezhañkouehelcheirtomber
gavergavrgavrbiqchèvre
chititiostèumaison
gweusgweuz/muzellmuzellliplèvre
ganowgenoù/begbeggóllbouche (gueule)
niverniverniverlimerotnuméro
perenperennperennpeirrpoire
skolskolskolescollécole
gwiwergwiñver, kazh-koadrazh-koed, kazh-koedchat-de-boézécureuil
sterensteredenn/sterennsterennesteillétoile
megi (? - s.o. moged)butunat/fumiñbutunatbetunaefumer (du tabac)
hedhywhiziv/hirio/hiriou/hidivhiniv, hirio, hidivanoetaujourd’hui
hwibanac’hwibanañ/c’hwitellat/sutal…c’hwitellatsublaesiffler

[kemmañ] Stourmoù evit ar yezh

[kemmañ] Gwelet ivez

[kemmañ] Stourmoù evit ar yezh :

Kalz anezho zo bet. Ar re nevesañ zo stourmoù difeuls alies ha dic’hortoz.

  • Ur strollad nevez a stourm evit ar yezh er vuhez foran gant fent ha preder, anvet Ai’ta ! (deomp dezhi, e brezhoneg Treger, S.O [1]).
  • Ur stourm all zo anezhañ eo ar stourm livadureg. Da heul Stourm ar Brezhoneg eo. Kement hini hag a stourm evit ar yezh a zo pedet neuze da ginklañ ur blog gant e wellañ livadurioù (S.O [2]).

[kemmañ] Diouer a stourm evit ar yezh

E miz Kerzu 2006 e oa bet Marc ar Fur, kannad UMP (tu dehoù gall) Loudieg o kinnig e parlamant Pariz evit ur mennad savet evit anavezout ar yezhoù rannvro er Vonreizh c’hall : kannad ebet eus ar PS gall e Breizh (na Jean-Yves an Drian, a zo ivez prezidant Kuzul Rannvro Breizh) n’en doa mouezhiet gant kinnig ar Fur.

[kemmañ] Pegement ar vrezhonegerien

Hervez un enklask kaset en-dro gant Fañch Broudig ha TMO, paeet gant Kuzul Rannvro Breizh, ne vije nemet 207 000 brezhoneger ken e 2007. Hervez enklask an INSEE, kempoelloc’h hervez H. Abalain[3], graet e 1999, e vefe 295 000[4]. Hervez Efficience 3 (2001) e vefe 300 000 [5]. Ur 100 000 a dud bennak pe ouzhpenn a gompren mat ar yezh hep kaozeal anezhi [6].

[kemmañ] Pennadoù kar

[kemmañ] Krennlavaroù diwar-benn ar brezhoneg

[kemmañ] Liammoù diavez

[kemmañ] Notennoù

  1. TMO 2007
  2. INSEE 2001
  3. Abalain (H.), Histoire de la langue bretonne, emb. Gisserot, 2000, p.37
  4. Hervé Abalain, Le français et les langues historiques de la France Par Hervé Abalain, emb. Gisserot, 2007, p. 276
  5. Hervé Abalain, Le français et les langues historiques de la France Par Hervé Abalain, emb. Gisserot, 2007, p. 276
  6. Diwar F. Broudig, Brud Nevez, niv. 274, 2009, p. 38
Wiktionary-logo-br.png
Sellit ouzh ar ger Brezhoneg er
wikeriadur, ar geriadur frank.
Portal.svgPorched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d’ar yezhoù.
Banniel breizh bihan.pngPorched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.


Un message, un commentaire ?

Forum sur abonnement

Pour participer à ce forum, vous devez vous enregistrer au préalable. Merci d’indiquer ci-dessous l’identifiant personnel qui vous a été fourni. Si vous n’êtes pas enregistré, vous devez vous inscrire.

Connexions’inscriremot de passe oublié ?