Degemer > Brezhoneg > Kemennadenn
Diwan - Galv da vanifestiñ d’an 31.03.12 e Kemper
Keneiled ker, Rouedad skolioù Diwan a c’halv da gemer perzh er vanifestadeg vras evit ar brezhoneg hag ar yezhoù Rannvro hag a vo dalc’het d’an 31 a viz Meurzh 2012 e Kemper.
Diwan a c’houlenn e vefe sevenet goulennoù ar c’helenn divyezhek dre vras ha goulennoù ar c’helenn dre soubidigezh. Kevratiñ ar skolioù nevez azalek o c’hrouidigezh, diskoulmañ da vat evit an implijidi nann gelennerien, krouiñ un eil lise Diwan,...
Evit ur gwir bolitikerezh ofisielaat ar brezhoneg er vuhez foran ha diorren ar gallo.
Evit ur gwir dreuskas politikerezh ar yezhoù ha sevenadur Breizh d’ar Rannvro (galloudoù hag arc’hant).
Diwan a c’halv e izili, mignoned ha kement den hag a soñj ez eo poent bras reiñ o flas d’ar yezhoù rannvro, da zont da g-Kemper d’an 31 a viz Meurzh 2012.
Deomp de’hi !
Prezidant Diwan, Serge GUEGO
- Poetàe / Poitiers
- Tolosa / Toulouse : Anem Òc! per la lenga occitana !
- In-nsi/Annecy
- Perpinyà / Perpignan : Lipdub per la llengua catalana
- Kemper / Quimper : Deomp de’i!!
- Strasbourg / Strossburi
- Lille
- Aiaccu / Ajaccio : Catena umana
- Baiona / Bayonne : Deiadar
- Metz

