Langues régionales.org

Qui a dit : Dans ces conditions, l’enseignement est devenu depuis quelques années la voie privilégiée et déterminante de la sauvegarde des langues régionales, c’est-à-dire de notre patrimoine linguistique (...). Faut-il consolider juridiquement cette dynamique ? Je le pense(...) " ?

Accueil > La langue bretonne > Organismes > Perak Diwan ?

Perak Diwan ?

mercredi 1er juin 2011

Toutes les versions de cet article : [brezhoneg] [français]

E 1977 e Lambaol-Gwitalmeze e voe digoret gant Diwan, kevredigezh hervez lezenn 1901, he skol-vamm gentañ e brezhoneg diwar skouer an Ikastolak (Bro Euskadi) hag ar skolioù Meithrin (Bro Gembre).

Ar brezhoneg

JPEG - 24.3 ko

Ma ’z eus eus ar skolioù Diwan, ez eo peogwir ez eus eus ar Brezhoneg. Yezh vev, ganti ur sevenadur dre gomz ha dre skrid heb e bar, hêrezh ar Gelted e Europa abaoe 2000 vloaz. Yezh ur vroad mestrez war he zachenn betek ar 15vet kantved, ha komzet en 9vet kantved e gourenez Arvorig a-bezh.

E 1900 e vraskonte Sebillot niver ar vrezhonegerien : 1.300.000 ; hiziv emaomp e-tro 250.000. Un niver bras a-walc’h ma keñverier gant an holl yezhoù bihan e Europa ar c’hornôg (un daou-ugent bennak a zo !) : eus 150.000 komzer evit ar re na vezont ket komzet kalz betek 2 vilion hanter evit ar re komzet ar muiañ. Meur a hini, nebeutoc’h a gomzerien dezho evit e Breizh, anavezet ez-ofisiel avat, n’ez eont ket war-gil ken, war-raok ne lavaran ket.

Gant Diwan e sav ar goulenn : ha bev e chomo ar brezhoneg ? Evit ma tremenfe hor yezh d’ar rummadoù da zont e vefe ret kaout ur youl bolitikel start, er media, er vuhez foran e Breizh. A-hend-all, e c’hallfe ar redadeg a-enep an amzer bezañ kollet hag un elfenn a-bouez eus an danvez keltiek a yafe da dra gurius e ti an dielloù. Met a-dreñv ar brezhoneg e-unan, e vefe taget un diazez eus an demokratelezh hag an doujañs dleet dezhi. Difenn ar brezhoneg a dalv bezañ tommoc’h ouzh an disheñvelder eget ouzh an unvanadur, ouzh al liesdoare eget ouzh an untonelezh.
Lennit prezegenn Claude Hagège, kelenner e Skolaj Bro-Frañs (28/05/1988).

Palioù Diwan

- Kinnig ur skoliadur klok eus ar skol-vamm betek ar vachelouriezh.

- Kemer harp war ur sevenadur gwriziennet en un endro bev : kalz tud, dreist-holl e Breizh-Izel, a ra bemdez gant ar brezhoneg ha kalz skolidi zo dezho en o familh un den, pe meur a hini, zo ar brezhoneg e yezh kentañ.

- Reiñ d’ar vugale da zeskiñ o istor " ouzh ar vammenn " e yezh o hendadoù.

- Aesaat dre an divyezhegezh un diorroadur psikologel, speredel ha sokial pinvidik, hag ober un hent efedus evit mestroniañ meur a yezh, un dra ret evit Europiz warc’hoazh.

- N’eo ket karg ar skol treuzkas anaoudegezhioù nemetken, met ivez reiñ tu da bep bugel da sevel e bersonelezh dezhañ. Bezañ dieub, evit un den, eo gouzout piv eo evit bezañ gouest da anavezout ar re all. Spisverkoù a vez roet gant ur bersonelezh sevenadurel kreñv, spisverkoù ha ne vez ket anezho alies evit kalz tud yaouank hiziv. Kemer a ra perzh er sokializadur a zo diazezet war ar c’houzañvidigezh hag ar c’hoant eskemm.

Un message, un commentaire ?

Forum sur abonnement

Pour participer à ce forum, vous devez vous enregistrer au préalable. Merci d'indiquer ci-dessous l'identifiant personnel qui vous a été fourni. Si vous n'êtes pas enregistré, vous devez vous inscrire.

Connexions'inscriremot de passe oublié ?